



Ur strollad muzik e-mod laz-soniñ eo ur bagad, diàr skwer ar ‘pipe band’ skosek, hag e son tonioù tennet a-zoc’h toniaoùeg hengounel Breizh. Teir rannad laz-soniñ a ya d’ ober ar bagad : binieùier skosek, bombardoù, taboulinoù sklaer ha benvioù-tos. E c’hellomp kemer perzh e degouezhioù muzikel pe arall, pe get ar bagad klok, pe get ar bagad bihanet pe c’hoazh get ur c’houblad sonerion daou-ha-daou. Kavet en deus e orin istorel e hengoun ar sonerion bobl a Vreizh ar 19vet kantvet.
Ganet eo hon bagad nepell dioc’h dorioù kreñvlec’h Porzh-Loeiz e 1996. Em staliiñ a raas diwezhatoc’h e bro Kerwignag, edan an anv Bagad Bro Kervignag.
Ennañ 25 muzisian pe àr-dro, e laka e holl intampi da ranniñ e garantez doc’h ar muzik breizhek ha keltek get tud arall. Kement-mañ kerkoulz en terouer gwenedek hag e Breizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh.
Da skwer e kenlabour a-dost get unan ag ar c’hoshañ ‘pipeband’-où iwerzhonat hag ec’h aoz raktresoù kulturel ha muzikel.
Mennet eo ar bagad da dreuzkas ar c’hultur hag ar muzik breizhek gant sikour ar skol vuzik digor d’ an holl ha harpet àr kenlabour kargidi pep rannad laz-soniñ get kevredigezh Sonerion 56. Ar gevredigezh-se a bourvez bep sizhun kelennerion muzik aotreet.
Mar emaoc’h o klask un obererezh vuzikel, neuze ho peus en kavet ! Em enskrivit, hor beus ur skol vuzik e Kervignag evit deskiñ soniñ ar vombard, ar binioù bras, an taboulin sklaer pe an toserezh, digor d’ an holl adal 7 vloaz oad betak 77 vloaz.
Dait e darempred geneomp d’ ar chomlec’h postel amañ da heul : bagadbrokervignag@gmail.com pe dre bellgomz d’ an 06.42.34.87.78.
Ur skodenn-vloaz a 100€ ha benvioù àr feurm a ra tu da zeskiñ hep dispign re.