top of page

Skol-vuzik  Bagad Bro Kervignac

Flyer bagad Bro Kervignag
Flyer bagad Bro Kervignag

A holl viskoazh o deus bet ar sonerion vreton ar c'hoant da dreuzkas o gouiziegezh hengounel

Photo en mouvements du bagad bro Kervignag Vannes 2023

 

Ret eo d’ hon kevredigezh reiñ padelezh d’ ar strollad dre stummiñ ar sonerion nevez e-barzh ar skol muzik.  Enframmiñ ur skol muzik en ur bagad a ra tu da zegemer ur stummadur mat dezhañ ur c’houst izel met ivez da bleustriñ àr ur muzik a-stroll.

Neuze ema get intampi e vez aozet kentelioù sizhuniek ha sterniet pleustradegoù ar rannadoù laz-soniñ get hon izili a youl vat hag ar gelennerion a-vicher.

Pal ar c’hentelioù heniennel zo da vonet diwezhatoc’h er bagad en deus en e brogramm dibunadegoù, abadennoù muzik ha kenstrivadegoù !

Digor eo ar c’hentelioù d’ ar vugale a-benn an oad a 7 vloaz, d’ ar grennarded  hag ivez d’ an dud arru, na dermit ket kent monet e darempred geneomp.

Na chomit ket é tortal mar ho peus un tamm skiant-prenet fed a vuzik, hag e vehe hengounel pe ne vehe ket anezhañ, ha mar  fall deoc’h soniñ a-stroll, ar pleustradegoù a gav lec’h bep gwener noz adal 8 eur da noz betak 10 eur da noz.

bottom of page